Enez Banks

Pelec'h emañ Enez Banks (kartenn alamanek)

Enez Banks (Banks Island e saozneg) zo un enezenn e hanternoz Kanada. Emañ er gwalarn da Enez Victoria, hag e 2010 e oa poblet gant 136 den. E-keñver melestradurezh emañ Enez Banks e Tiriadoù ar Gwalarn.

Anvet e voe an enezenn, gant ar moraer saoz William Edward Parry, e 1820, en enor da Joseph Banks, naturour hag ergerzher e Kanada hag er Meurvor Habask. En em astenn a ra war 70 000 km² a c'horread (pempvet enezenn vrasañ Kanada eo) ha sevel a ra betek 732 vetr uhelder e Durham Heights. Ur park natur, Park Broadel Aulavik, zo bet krouet e norzh an enezenn.


From Wikipedia, the free encyclopedia · View on Wikipedia

Developed by razib.in